Priz da zont ar brezhoneg 2013 gant Strollad Ar Vro Bagan
Priz dazont ar brezhoneg 2013 Ofis ar brezhoneg ha France 3 'oa roet da strollad Ar Vro Bagan evit ar rummad C'hoariva disadorn paseet. An arvest "Armorica Breizh " 'zo bet priziet gant ar jury: un abadenn diwar-benn penn kentañ istor Breizh, ar mod 'oa savet ar vro. C'hoariet 'oa er maez, war ar bord ar mor pe 'ba Meneham 'ba Kerlouan pe 'ba Plougerne 'kerzh an hañv tremenet. C'haoriet 'vo 'benn an hañv kentañ adarre. Ur bern tud 'bar vro a gemer perzh 'ba sevel seurt arvestoù: hervez René Kerouanton, ezel eus kuzul ren Strollad ar Vro Bagan, eo'blma da se eo bet dibabet Strollad Ar Vro Bagan hag Armorica Breizh. Selaouomp René Kerouantan ha war lerc'h Egareg Kervella. Gant Erwan Blanchard.