Ur mennad evit ur chadenn dele rannvroel.
Dec'h e-korv emvod kuzul departamant ar Morbihan neus goulennet Serj Moelo d'e ganseurted bouezhiñ ur mennad da gas d'ar gouarnamant. Kement-mañ evit ma vo savet ur gwir chadenn dele a-live Breizh get abadennoù e teir yezh. E miz an Azwent 2011 doa ar guzulierion votet ur mennad a-unvouezh evit ma vehe degemeret ar Liger atlantél e rannvro Breizh. An taol-mañ atav, n'o deus ket heuliet soñj kuzulier kanton Klegereg. Ar strollad a-gleiz deus votet evit, an tu-kreñv enep, nameit daou guzulier n'o deus ket lâret o soñj. Serj Moelo, doh mikro Yaelle ar Mouel, enrollet e-raok an deviz.