Kampionad ar bed otoioù bihan
'Ba Hanveg eo aozet Kampionadoù ar bed a otoioù bihan, betek arc'hoazh. Fiziet int 'ba Michel Peuziat hag e skipailh eus an AMCO, ar c'hlub eus Brest 'zo staliet 'ba Hanveg. Kant ugent kourser deuet eus Japon, Aostralia, Kanada, Venezuela hag Europa 'zo bodet 'ba Penn-ar-Bed. Un darvoud dic'hortoz 'vit ur barrez ken bihan hag Hanveg neuze, selaouomp Marie-Claude Morvan maer ar gumunn. ///Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.///