Peseurt gwirioù evit ar re vouzar hag o yezh ?
Ar yezhoù minorelaet 'vez kalz kistion dionte e Breizh, anat d'an holl, abalamour da stad hon reoù amañ. Koulskoude zo unan a vez ankouaet menegiñ peurliesañ, eo yezh ar sinoù. Ur yezh distag-mat, a-gostez d'an holl re all, dre ar stumm ane'i evel-just. Met ur yezh ivez, perzh en ur sevenadur heverk, liammet ouzh identelezh ur gumuniezh, hini an dud vouzar a ra gant yezh ar sinoù. Annaig An Naou, jubennerez e Penn ar Bed, a zegas un toullad resisadurioù deomp war blas ar re-mañ er gevredigezh a-vremañ. Gant Tudual Karluer.