en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Start tre eo bet an hañv mañ 'vit ar broduerien tomatez ha legumaj@@@ Izel tre 'oa ar prizioù gwerzhañ d'ar stalioù. Nebeutoc'h 'vit 50 centime eo bet gwerzhet ar c'hilo a domatez ur poent 'zo bet. 'Oa ket a-walc'h 'vit paeañ al labour graet 'vit gounit an tomatez da skouer. Ar re 'neunt tiez gwer bras 'zo gwasoc'h o jeu 'vit ar re vihan. Peadra da lakaat ar beizanted en fulor hag en arvra. Dec'h da skouer 'oa un nebeut anezho o werzhañ o marc'hadourezh war blasenn an iliz Veur, kichen ar c'hoc'hu 'ba Sant-Brieg. 'Vit an holl eo strat an traoù, Pierre Bihan-Poudec, prezidant ar SICA 'ba Kastell-Paol, 'displeg deomp ar gudenn. ///Gant Erwan Blanchard./// Selaou ar reportaj @@@Festival cinema 'ba Douarnenez@@@ Ar mintin-mañ 'ba festival cinema 'ba Douarnenez 'oa diskouezhet un dibab deus ar filmoù graet e brezhoneg evit ar vugale hag ar c'hrennarded. Met penoas lakaat ar muiañ posubl deus ar re yaouank a oar brezhoneg da sellet ouzh ar filmoù-se, pe war an tele, pe war internet ? Ur respont kentañ gant Lionel Buannic a zo e penn Breizhoweb, ur chadenn war internet. Ur pennad-kaoz ///gant Anne Gouerou./// Selaou ar reportaj

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio