An traoù a cheñch gant Sten Kidna!
Disadorn e oa dalc'het emvod meur Kerlenn Sten Kidna 'ban Alre.
Deuet e oa hanterkant bennak a dud evit kemer perzh. Lakaet oa bet ar gaoz diwar-benn an traoù oa bet kaset da benn e-kerzh ar bloaz paset. Hag ur bouchad traoù e oa, 'vel ar c'hentelioù noz roet 'ba 6 kumun tro dro an Alre, an atalieroù, an abadennoù kaozeal, ar prizioù lennegel, an dvd rom evit kompren ar brezhoneg, ha kement 'zo. Chenjamant a vo ar bloaz-mañ goazen 'neunt bouezhet izili ar Gerlenn evit ma vo treuskaset ar post-labour oa er gevredigezh d'an ti ar vro nevez savet, anvet Ti Douar Alre. Muioc'h a zisplegadennoù get Daniel Carré, prezidant Kerlenn Sten Kidna. Doh mikro Yaelle ar Mouel.