Ar gelaouenn "Seizh avel" kevelet gant "La veu des Pais Valencia"
Nevezenti a zo war al lec'hienn geleier Seizh Info.
O paouez keveliñ gant "La Veu des Pais Valencià" emañ ar media breizhat. Ul liamm nevez neuze gant kreizteiz bro Gatalonia.
An eskemmoù eo palioù kentañ ar geveladenn-mañ. Pep lec'hienn a c'hell tapout keleier digant eben. Digor eo ar pennadoù d'an holl, ha troet e c'hellont bezañ e yezh ar media.
Liammet eo Seizh Info gant mediaoù eus ar bed a-bezh, pe 'vefe Gwadloup, Kurdistan pe c'hoazh Flandrez.
Fabien Lecuyer, redaktour a-youl-vat war lec'hienn Seizh Info 'n eus displeget palioù ar c'henlabour nevez, dre bellgomz, da Gatell Uguen.