Ar bezhin glaz e Breizh
Eizh bae 'ba Breizh 'zo lakaet 'ba plan a-enep ar bezhin glas: en o zouez 'kaver bae Douarnenez, Sant-Brieg, bae Sant-Mikael hag hini Gwiseni da skouer. Penn kentañ ar miz mañ 'noa embannet Nathalie Kosciusko-Morizet, ministr an en-dro, 'vo ret serriñ an traezhennoù lec'h ma n'haller ket dastum ar bezhin glas bemdez . Peseurt mod emañ an traoù 'ba Gwiseni ha petra soñj tud 'ban ti-kêr diwar-benn 'pezh 'lar izili eus gouarnamant Bro-C'hall? Selaouomp Jakez ar Borgn 'zo eil-maer 'ba Gwiseni. Gant Erwan Blanchard.
Foto : ///an trakteurioù é tastum ar bezhin glas e "Santez Anna ar Palud" e Bae Douarnenez./// Tennet get Anne Gouerou.