Konkour an dansoù 'ba Gwengamp
Dec'h 'ba Gwengamp oa dalc'het kenskrivadeg bras an dansoù hengounel e Breizh. E giz ar bloaz paseet eo digouezhet ar c'hlec'h « Eostiged ar Stangala » deus Kerfeunteun 'ba Kemper, e penn Konkour ar Sant Loup. Evit an unnekvet gwec'h memestra !
Ur c'heñtañ plas strizh ar bloaz-mañ peogwir, tost tre goude, e kaver ar strollad « Kañfarded Sant Evarzeg », ur c'helc'h deus ar vro C'hlazig ivez. Daou strollad ezel deus Kendalc'h evel just hag o deus 'benn ar fin doareoù heñvel a-walc'h da lakaat an dansoù e Breizh da vont war zu ar gevredigezh a-vremañ.
Nolwenn Vigouroux, un dañserez deus an Eostiged, a gont deomp tem an abadenn o deus ijinet evit ar c'hoñkour-se.
Eman deus mikro Anne Gouerou