Un emvod foran gant JL Bleunven diwar-benn "An eured evit an holl" 'benn digwener
Adalek fin miz ar fin 'vo studiet gant Kambr an deputeed an destenn diwar-benn an eured evit an holl. Kroghet 'vo al labourioù 'benn dimleurzh kentañ dirak komission an aferioù sokial. Un danvez lezenn 'zo graet kalz a drouz tro dro dezhañ d'ar mare mañ pa glever 'zo bet kaset gant karned notennoù skolidi 'zo 'bar skolioù kristen 'zo 'ba Lot 'ba Bro-C'hall un destenn a displeg perak bout a-nenp d'an danvez lezenn mañ. Ur vanifestadeg vras 'vo aozet gant enebourien al lezenn 'benn disul kentañ. Amañ 'ba pastell-vro Brest 'zo tud o klemm o sevel a-enep ar rakrtres. Lizihiri 'zo kaset da Jean-Luc Bleunven, depute 'zo gant an tu kreñv 'ba Kambr an deputeed. Santet 'neus 'zo tud ankeniet gant ar cheñchamant mañ. Se 'zo gaozen da betra 'neus divizet aozañ un emvod foran: 'benn digwener kentañ 'vo kinniget an emvod 'ba Milizag: "'Memes gwirioù evit an holl, an eured evit holl". Jean-Luc Bleunven.