Diorren an touristelezh e kreiz ar vro.
Setu soñj komite touristelezh ar Morbihan. Estroc'h evit an aod zo ha muioc'h-mui e ta an dud da dremen o amzer vak en douaroù. Hiziv hag àrc'hoarzh e ra Pierrick Nevannen, kuzulier departamant, un droiad dre gantonioù Klegereg ha Ploue evit gouiet penaos e tremena an traoù fed ag ar sezon-mañ. Ar pal eo iwez goulenn get an dud a-vecher o doberioù evit an amzer da zonet. Ar mitin-mañ e oa degemeret e Silieg en ekokeriadenn Crenihuel hag e melin Pont Samoel. Serj Moelo, dilennad kanton Klegereg oa àr ar lec'h, lâret neus hiroc'h da Yaëlle ar Mouel.