Ugent vlez a stourm evit dieubiñ ar peulvanoù
Disadorn oa un noziad fest savet get ar gevredigezh Menhirs libres e Karnag. Ugent vlez 'zo bremañ doa n'um dolpet tud a-bep seurt evit monet enep raktres ar gouarnamant : sevel ur pikol lec'h evit degemer an douristed tro dro d'ar peulvanoù : Menhirland e anv. Get ar soñj diberc'henniñ tud ar c'hornad ag o zouaroù tro àr dro. E 2002 doa gounidet Menhirs libres ar prosez enep d'ar stad. Ne oa ket ar raktres a dalvoudegezh publik hrevez an tribunal. Hiziv an deiz eh eus c'hoarzh grilhaj tro dro d'an dachenn peulvanoù, ha ret eo paeiñ 6 euro evit tostaat dohte. Neuze e chom ar stourmerion àr-ewezh, èl ma lâr deomp Una Hengoat, daet da sekour disadorn. Emañ doh mikro Yaëlle ar Mouel.