100 kraoù Nedeleg diskouezhet 'ba chapel Sant-Jaoua
15 vloaz 'zo zo deus un diskouezadeg krevier nedeleg e chapel Sant Jaoua e Plouvien. Ouzhpenn 100 kraou a vez kinniget er bloaz-mañ, betek ar 6 a viz Genver. Un doare da lakaat tud ar vro da ziskouez o oberennoù, ha da lakaat dizoloiñ chapel an XIvet kantved.
Herve Ar Rouz a gemer perzh er gevredigezh Bual Sant Jaoua, a vez o kempenn chapel Plouvien hag oc'h aozañ an diskouezadeg. Kontet 'n eus hiroc'h da Gatell Uguen.