Ne vo ket brasaet e uzin gant Sill 'ba Plouvien
Diriaoù en eus divizet maer Plouvien reiñ un termen d'an aotre astenn an uzin Sill. Ar Sill ni' eo n'efe dibabet paouez gant ar raktres goude an trubuilhoù a oa savet gant un amezeg, war arguzenn lezenn an arvor. Ur prosez a ranke bezañ dalc'het e Roazhon, nulet eo neuze. Stal Plouvien o produiñ laezh dreist-holl a zo lakaet en arvar, postoù-labour d'he heul.
Noël Ar Rouz a zo produer laezh e Plouvien, en eus displeget e anken da Gatell Uguen.