Sant-Loup : kelc'hioù keltiek gwellañ ar vro da welet e Gwengamp
Kelc'hioù keltiek gwellañ er vro, hag er BED war un dro, 'zo da wel kerzh ar week-end 'ba Gwengamp da geñver ar Sant-Loup. An troioù diwezhañ konkourioù dañs 'vo disadorn noz ha disul war blasenn ar Valy. Hag evit an eil gwech 'kemero perzh 'bar c'hoñkour bras Eskell an Elorn. Da laret eo ar c'helc'h keltiek 'zo 'ba Landerne. Un sapre darvoud 'vit an tregont koroller 'vo 'ba Bro-Dreger. Selaouomp Anaïs ar Gov, unan eus an dañsourien.
Asambles gant Bagad Bro-Landerne 'vo Kelc'h Eskell an Elorn.
Araok 'vo konsertoù: fenoz adalek 9 e: Lleuwen ha Tri Yann war blasenn ar Valy. Warc'hoazh: fest-noz ar Sant-Loup gant ar vreudeur Kornig, ar Vreudeur Morvan ha Ker Lutin.....