Roet zo bet lañs da unnekvet festival film an inizi àr enezenn Grwe.
Ar blez-mañ emañ pedet bro Kaledonia-Nevez. An digarez da lakaat ar gaoz àr istoer ar vro hag ar bobl Kanak. Gortozet bras e vo Mathieu Kassovitz ag a ziskwezay e film savet a-nevze evit ar wezh-ketañ 'benn disadorn. Anvet eo « L'odre et la morale » ha kontiñ a ra ar gwalldaol oa bet tri blez àrn-gent 'zo àr enezenn Ouvea. Filmoù liammet get an inizi er bed a-bezh vo bannet iwez èl « El sofa da la Havana », un teulfilm àr enezenn Guba. Ha tostoc'h dohomp e ouiimp get ar film sevenet get André le Moustader petra eo ar c'houign-pod, boued graet àr enezenn Grwe. Andrea ar Gal deus klaset gouiet hiroc'h iwez get José Kalloc'h, vo gwelet barzh ar film just a-walc'h.
Skignet e vo ar film-mañ e brezhoneg 'benn disul da 4 eur d'enderv ba sinema ar familhoù.