Staliet eo Ofis Publik ar Brezhoneg ba Gwened.
Dimerc'her oa bet igauret an ti lec'h m'emañ staliet burevioù an Ofis. Ar pal eo tolpiñ razh an dud a laboura àr dachenn ar Morbihan. E-raok e oa pep hani é labourat en e du. Er lec'h-mañ vo moaien da zegemer an dud a faot dezhe sevel krog ar brezhoneg pe ba skolioù pe ba kumunioù. Yannig Madeg a laboura evit ar servij glad. Displeg a ra deomp pelloc'h.