Pobloù Kreisteiz Afrika lakaet àr-wel e Douarnenez.
'benn àrc'hoarh e vo roet lañs d'ar festival filmoù evit ar pedervet gwezh ha tregont. Su-Afrika vo degemeret neuze. Ur vro pinvik evit e istoer, e bobloù hag e yezhoù. Èl bep blez e vo graet ur lec'h iwez d'ar filmoù savet e Breizh ha d'ar re vouzar. Olivier Dussauze hag Elen Rubin a zo é labourat evit ar festival. Lâret o deus petra vo da zeskiñ ha da zijoleiñ da Yaelle ar Mouel.