Nendeleg : ur prantad a-bouez evit ar chokolatourion.
É tostaat emañ gouelioù fin ar blez.
Ar prantad pouezusañ evit ar chokolatourion get gouelioù Pask. Anavet eo Henri Le Roux evit bout ur chokolatour hag un alejour karamel a-feson. Da getañ oa staliet e Kiberén mes àr vrasaat eh a an antrepriz. Dreistholl a-c'houde ma oa bet prenet get ti Yoku Moku a vro Japan. Evit reskont d'ar goulenn oa bet savet un ti e Landevan evit degemer un atalier braz ha burevioù. Eno e laboura Yoran Plouzennec, chokolatour a vecher. E ti Le Roux e ra àr-dro ar pevarzek seurt karamel, a vez gwerzhet passabl da vare Nedeleg iwez. Emañ doh mikro Yaelle ar Mouel.