Perzhioù Micheau-Vernez zo da zijoleiñ en Oriant.
Betag an tregont a viz eost e vez diskwezet oberennoù an arzour-mañ e ti ar faouedic. Ganet e oa Micheau-Vernez e nandek kant seih ha marv e nandek kant nav ha pevar-ugent. Estroc'h evit taolennoù zo bet savet getoñ. Bout 'zo kizelladurioù-faïens, perzhioù gwerenn-vestr livet ha skritelloù iwez ha c'hoarh. An digarez neuze da ouiet hiroc'h àr an arzour lies-arz-mañ ha n'eo ket brudet kement-se. Yannig Baron neus eñ anavet, hiroc'h neus lâret da Andrea ar Gal.