Plouvien : en arvar emañ ar SILL?
Mizer 'neus an embregerezh anvet SILL 'vit sevel un tour da sec'hiñ laezh hag ur gaoter ya gant koad. Staliet eo 'ba Plouvien 'zo ur barrez 'zo skoet gant al lezenn war an aodoù. Un amezeg 'neus kaset ar SILL dirak al lez-varn 'vit ma 'vefe ket savet anezho. En soñj 'oa ar SILL postañ 4,5 million a euroioù 'bal labourioù. Ul lodenn anezho 'zo da vout arc'hantaouet gant an ADEME. Sañset 'oa al labourioù da vout echu en nevez amzer kentañ. Ouzhpenn an uzin 'zo 'bar jeu met plasoù labour: ma n'hall ket kreskiñ n'halo kat ar SILL chom 'ba Plouvien. Disadorn tremenet 'oa bodet ur mil bennaket a dud 'vit souten ar raktres. Selaouomp René Montfort eil maer 'ba Plouvien o tisplegañ ar gudenn. Gant Erwan Blanchard.
d'ar 27 a viz Kerdu kentañ 'vo embannet gant barner ar refere ma 'vo aotret pe get ar SILL da gas al labourioù da benn.