Koref : Bier bio evit souten tud an ACIPA
Un dek deiz zo bennaket 'oa bet lañset ar soñj gant tud confédération paysanne Aodoù An Arvor da lakaat bier e gwerzh 'benn souten ar stourm 'enep d'an danvez aerborzh e kêrnitron al Lann. Ha berzh n'eus graet raktal, kement ha ken bihan ken zo ranket fardañ reoù ouzphenn ur sizhunvezhig diwezhatoc'h. Yann Ber An Neun eo an hini 'neus lañset an traoù, lâret 'ra deomp penaos eo tremenet. Gant Tugdual Karluer;