D'ar 15 a viz eost e vez inouret Mari en arbenn gouel an Asomption.
Un tammig e pep lec'h e oa un deiz pardon dec'h neuze èl e Kerrien, e Porcaro pe c'hoarh e Kelwen. Miliadoù a dud zo daet da bediñ ar Werhiez hag iwez da sellet doh an ael é tichenn a dour an iliz. Selaouamp doh Meliav Guillaume, person Melrant daet da lâret an overenn e brehoneg, Armel ha Dominik a vez bep blez é reiñ un taol sekour. Ur reportaj get Yaëlle ar Mouel.