DIbenn-sizhun liested an natur e Kergrist Moeloù
An dibenn-sizhun-mañ e oa aozet week end al liested e Kergrist Moeloù gant ar gevredigezh Cicindèle. Ar gevredigezh-mañ a ra deskadurezh d'an endro abaoe muioc'h evit 20 vloaz, ha c'hoant en deus bet Ronan Mener, bet rener 'pad pell, degas dañvez preder d'an dud 'bar vro diwar-benn liested an natur. Atelieroù, taolioù krenn, c'hoarioù evit ar vugale, levrioù da werzhañ a oa kinniget d'an dud deus ar gwener betek ar sul, dezho da anavezout gwelloc'h an natur. Marie-Laure Groix, ezel deus ar gevredigezh a gont deomp pezh he deus bevet ha gwelet an dibenn-sun-mañ.
Rolan Mogn en deus kinniget ur c'honfereñs diwar benn ar plant hud hag an doareoù poblel d'ober gante. Eñ 'zo bet kelenner war ar biologiezh hag ar brezhoneg. Ur wech bet displeget peseurt spesadoù lann a zo e Breizh ha penaos veze implijet an uhelvarr eo bet goulennet gantañ, gant tud ar publik, resisadurioù war plant-mañ-plant ha tro 'n eus bet da gontañ hirorc'h war plas ar brezhoneg 'ba skiantoù ar plant.