Eau du Morbihan : kompliket mes efedus ar labour.
Setu penaos vehe displeget ar blez 2012 get tud Eau du Morbihan, ar sindikad a ra àr-dro an dour. Chenjamantoù oa bet doh penn ketañ ar blez ker e oa bet adskrivet ar statudoù evit doujiñ doh ar lezenn embannet e 2006. Bremañ e hell ar sindikad produiñ, kas, hag ingaliñ an dour barzh ar parrezioù o doa chwajet ma vehe bet graet. Aimé Kerguéris a lâr deomp penaos eo tremenet an traoù neuze evit Eau du Morbihan a zo e bal kas dour prop ha mat da eviñ da di an dud. Emañ doh Yaelle ar Mouel.