Kanaouennoù okitanek Cocanha
Daoust d'an diaezamañchoù war dachenn ar yec'hed hag ar politikerezh o deus gallet kevredigezhioù ha gouelioù ar vro kinnig deomp kejadennoù frouezhus e-pad an hañv ! E Rostrenn, bep Meurzh, e oa bet klevet sonerien ha sonerezed da goulz ar fest "Les mardis têtus", aozet gant ar gevredigezh "Les musiques têtues". Un digarez d'ober anaoudegezh e-kreiz miz Eost gant div ganerez deus Okitania. Cocanha, ur strollad lieskan gant Lila Fraysse ha Caroline Dufau. Komz a reont deomp deus o sonerezh ha deus o zroiad ba kreiz Breizh... Ur pennad-kaoz jubennet gant Nolwenn Falezan ha Tara Huellou.