Ret eo d'al labourizion kaout ar pas yec'hed
A-houde dec'h eo rediet labourizion ar lec'hioù e tegemer tud d'en devout un aotre tremen yec'hed.
Ar pas saniter a ranker kaouit a-benn labouriñ en ostalerioù, en tier-boued, er mirdioù, er sinemaoù pe er c'hreizennoù aoziñ darvoudoù ... Dav vez kaout anezhañ c'hoazh en escape-gamoù, er sirkoù, el levraouegoù pe c'hoazh en trenioù TGV.
Tenn a ra ar reolenn nevez-se, neuze, da gazi daou vilion a dud e bro C'hall.
Fiona O'Reilly, e penn an ostaleri Tara Inn e Brest, he doe lakaet ar gaoz àr an dra-se get he skipailhad. Respontiñ a ra a goulennoù Tunvezh Wlagen-Grandjean.
Ar santimant da vout deuet en dro d'ar mare a-raog an enkadenn yec'hed a zo kresket c'hoazh, pa c'hell bremañ ar labourizion chom hep gwiskañ maskl ebet er lec'hioù bet lakaet an aotre tremen e plas.
Betag bremañ e vo rediet an aotre tremen yec'hedel er lec'hioù e tegemer tud, betek kreiz miz Du.