Kontadennoù e brezhoneg gant levraoueg Kawan
Ar bloaz-mañ ez eo bet savet ur c'hontrad etre departamant Aodoù an Arvor ha Lannion Trégor Communauté evit lakaat e plas abadennoù hag oberezhioù a-benn tostaat ar boblañs deus al levrioù. D'ar meurzh 6 a viz Gouere ez eus bet un abadenn e brezhoneg hag en galleg aozet gant Ti ar Vro Kawan hag e levraoueg hollvrezhoneg. Visant Dubois, Youenna Besco, Marie France Gallet ha Louis-Jacques Suignard o deus lennet barzhonegoù hag istorioù da vugale skol divyezh Kawan.
Visant Dubois, levraoueger e Ti ar Vro Bro Dreger Goeloù a gont un tamm muioc'h diwar-benn ar c'henlabour etre levraouegoù an departamant hag an abadenn.