Ultra Trail Menez Are, galoupat war an hentoù kozh
Rederien ha rederezed Ultra Trail Menez Are a lañso deus an Uhelgoad d'ar 27 a viz Even. Ur mil a dud, botoù skañv ba o zreid, evit div dro, unan 40 km hag un all 85 km a-hed hentoù kozh ar vro.
An UTMA pe un doare all d'ober anaoudegezh gant lec'hioù burzhudus Menez Are. Pennad-kaoz gant Gilbert Toudig, prezidant an Ultra Trail.