en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dirgwener e oa un devezh stourm evit an arzoù hag enep adreizh an asurañs chomaj

Dirgwener e oa un devezh stourm evit an arzoù hag enep adreizh an asurañs chomaj

N'eo ket disoc'h stourm an arzourien 'zo intermitañted 'vit ma 'vo astennet goude fin miz Eost ar prantad gwenn : betek ac'hann d'an deiziad-se e c'hllint derc'hel gant o gwirioù asurañs dilabour daoust dezho napas gellet labourat ken dre benn d'ar C'hovid 19. En un doare ledanoc'h 'zo goulennet ganto ma 'vo dilezet adreizh an asurañs dilabour, hag a zo da vout lakaet e pleustr gant gouarnamant Frañs. Adalek miz Gwengolo e talvezo ar yalc'had dilabour kement ha 60% eus ar gopr 'zo bet kollet. 1 500 a dud 'oa bodet war blasenn ar Frankiz 'ba Brest digwener d'abardaez 'vit harpañ an intemitañted hag evit goulenn 'velto ma 'vo dilezet adreizh an asurañs dilabour ha derc'hel ar gwirioù sokial. Yann Edern Jourdan 'zo komedian, o stourm 'baoe meur a viz. Ur reportaj gant Erwan Blanchard. Hag e ra bremañ 46 devezh, ur mizvezh hanter, eo okupet c'hoariva ar C'hwartz e Brest gant an arzourien, hag an deknikourien, hag a gav dezho eo ar sevenadur en dañjer braz e bro C'hall. Tri lec'h all a zo gant ar memes luskad hiriv an deiz e Penn-ar-Bed c'hoazh : Kemper, Montroulez ha Plougerne, ha muioc'h c'hoazh e Breizh e bezh.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio