Ar foot 'vit sikour broioù reter Afrika
Muioc'h 'vit daouzek million a dud 'zo paket gant ar famine 'ba reter Afrika. Massen 'vo unan eus enkadennoù spontusañ 'vo 'ba lodenn eus ar bed abaoe ar bloavezhioù 1960. Tamm ha tamm 'klask an dud 'bar broioù pinividik dastum arc'hant da brenañ boued da gas eno. 'Ba Penn-ar-Bed 'zo bet roet tots 5000 euro d'ar gevredigezh Stourm ouzh an naon (Action contre la faim) gant aozerien tournamant melldroad Mondial Pupille 'ba Plovelin. Dec'h 'oa roet an arc'hant da Jean-Yves Falc'hon 'zo délégué evit Stourm ouzh an naon 'ba Penn-ar-Bed. Ur sapre tra peogwir eo start lakaat an dud da sevel ha kas arc'hant, setu 'pezh 'neus laret da ///Erwan Blanchard.///
Klask lakaat ar sportourien 'bar jeu emañ Jean-Yves Falc'hon ha tud Stourm ouzh an naon. Da skouer yaio e darempred gant Stade Brestois 'vit kenlabourat gant ar c'hlub. O c'hortoz an distro-skol emañ ivez peogwir 'labour kalz Stourm ouzh an naon gant ar skolioù hag ar vugale.