Faot ra da EDF fonnusaat dismantr kreizenn nukleel Brenniliz
Gant al labourioù da zistrujañ kreizenn Brenniliz emañ EDF c'hoazh. Faot 'ra d'ar stal da broduiñ tredan mont buanoc'h bremañ ha dismantrañ pep tra, betek kalon ar greizenn, al lodenn zañjerusañ. Un enklask foran a vo kaset ar bloaz-mañ evit an dra-se sañset, evit ma vo savet un dekred ar bloaz a-zeu da reiñ an aotre da EDF distrujañ ar greizenn en he fezh. Met hervez izili ar gevredigezh AE2D (Ober evit un Endro hag un Diorren Padus) eo re abred, n'eo ket prest ha barrek awalc'h EDF 'vit kas al labourioù-se 'vit poent. Setu pezh a zispleg Michel Marzin deomp, hag eñ ezel eus ar gevredigezh AE2D ha deus ar gevredigezh « Sortir du nucléaire ».
Hervez EDF 'zo nebeut tre a dritium o vont 'bal lenn ha 'ban natur.nebeut tre a saotradur. Hag evit poent n'eo ket embannet da belec'h 'vefe kaset lastezioù ar greizenn, hervez Michel Marzin, 'zo ezel eus CLI Menez-Are ivez (Ar gomission lec'hel da gelaouiñ war al labourioù da zistrujañ Brenniliz).