en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ar gelenerion divyezheg dirak ar rektordi

Ar gelenerion divyezheg dirak ar rektordi

Dec'h bet bodet kelennerion divyezheg dirak ar rektordi e Roazhon. Galvet 'oant get ar sindikad Snes-Fsu. Pemp àrn ugent den oa du-hont evit goulenn doare da labourat gwelloc'h. Goulenn a reont ivez ma vehe kresket da vat an arc'hant postet evit ar c'helenn e brezhoneg. Hervez ar sindikadoù n'eo ket roet ar pezh 'zo dleet evit ma vehe digoret klasoù brezhoneg-galleg ouzhpenn. Da lâret eo ar rekteur en deus disklêriet e vo digoret hentadoù nevez e miz Even, eizh hentenn, evit bout resis. Met revé ar sindikadoù, ne vehe ket moian digor hentadoù hep postoù ouzhpenn, neuze. Evit poen eh eus 65 post « équivalent temps-plein » gouestlet da zeskadurezh ar brezhoneg. Unan a chomo evit miz Even hepken. Mat e vehe kaout dek post ohpenn ! Ezhommoù braz 'zo, 'giz ma vo lâret gant Yann-Pier Deredel. Skolaer eo ba skolaj publik Rostrenn, hag ezel eus ar Snes Fsu. Un atersadenn great get Gwenvael Delanoë. Ar sindikadoù oa bet degemeret, neuze, get sekretour-meur rektordi Roazhon. Goulenn a reont ivez ur bilañs sokial diàr-benn yec'hed kelennerien ar yezhoù rannvroel. Faot a ra dehe levezoniñ an dilennidi, evit ma 'vo roet gweneien ohpenn d'ar brezhoneg... Ar prantad mat eo evit en ober kar a-benn nebeut 'vo dalc'het an dilennadegoù rannvro ha departamant.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio