Ur sal-debriñ evit Skol Diwan Pondi !
Kerent skolidi skol Diwan Pondi a oa ivez er vanifestadeg "evit hor yezh" e Kemper. War o skritel e oa skrivet « poent eo kaout ur sal debriñ ».
N'eus sal debriñ ebet e skol Diwan Pondi. Lec'hioù 'zo e skol diwan Pondi evit sevel ur sal debriñ... Met bez' ez eus ur bern labourioù da adnevesaat anezhañ da-geñver an normoù. Ha start eo ar jeu evit ar skolioù Diwan evit kaout skoazelloù argant. Ne c'hallont ket aozañ festoù-noz da skouer blam d'ar c'hovid, n'eo ket posubl neuze dastum argant evel kustum. Dibaoe seizh bloaz e ya ar vugale d'ur sal debriñ e Stival, ur gumunn e-kichen neuze. Ur c'harr-boutin 'zo bet lakaet e plas d'ober an hent etre an div gumun. Met diaes eo ar jeu dibaoe ar blez-tremenet abalamour d'ar prantad kovid. Bugale Pondi a zebr goude skolidi skol Stival peogwir eo arabat meskañ ar vugale. Distreiñ a reont un tamm diwezhatoc'h neuze.
Muioc'h a ditouroù get Annaig Rizio-Joannic, honnezh 'zo prezidantez an AEP, kevredigezh an deskadurezh pobl, eus skol Diwan bro Bondi.
Un atersadenn kaset da benn gant Yuna Kojan.