Koll a ra ar c'humunioù merouri o forzhioù e Aodoù-an-Arvor
Cheñchamant 'zo e porzhioù-bageal Aodoù an Arvor. Betegen 'voe meret pep porzh bageal gant e gumun. 'Pezh 'zo int perc'hennet gant an departamant. Hag aze e foll d'an departamant adkemer barregezh ar merañ war an holl borzhioù, dre ur gevredigezh foran lec'hel (société publique locale), Eskale Armor he anv. Ur wech achu prantad koñsesion pep porzh neuze, ne vo ket sinet ur gevrad nevez gant ar c'humunioù, met gant Eskale Armor. Evit kumunioù 'zo 'vo moaien n'em aozañ un tamm a-raok fin ar goñsesion, 'met vit lod all 'teuï buan ar cheñchamant. Kumun Pempoull 'zo deuet a benn da hiraat ar prantad koñsesion a ur bloavezh, betek ar bloaz a-zeu neuze, dezhe da gaat amzer da brientiñ penaos vo treuskaset ar barregezhioù. N'eo ket ar c'huzul kêr a-enep ar cheñchamant merouri, memes ma 'zo perc'hennerien bagoù ankeniet ga'r choaz-se. Goulven Morvan 'zo dilennad e kêr Pempoull.
Un atersadenn kaset da benn gant Gwenvael Delanoe.