en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Re Bell Ganti Gwener 19 a viz meurzh

Re Bell Ganti Gwener 19 a viz meurzh

-Szekler: ur inisiativ sitoaian e Roumania evit difenn ar minorelezhioù sevenadurel, en o zouez ar bobl Szekler. Gant Atilla Dabis. -Ar gevredigezh Oligocyte zo bet krouet er vro da wellaat o buhez hag o frederioù d'an dud ha d'ar vugale skoet gant krign-bev an empenn. P'emaomp e-kreizh 'Sizhunvezh an empenn' e kasont ur garta 'Gwirioù an dud klañv' da ospitalioù ha klinikoù ar vro. Ur garta etrevroadel. Bernez Leon, prezidant Oligocyte, ouzh mikro Tunvezh Vloaguen-Grandjean. -Ar Bed o Treiñ: ar yêr zo bet distummet en Antroposen. Mad-den o desu graet dezhe tevaat ha koll o jenoù yac'husañ evit gellet o debriñ buan hag a vras niver. -Ali lenn ar sizhun: Pour l'amour du capitaine, Herve Hamon. Ur c'hinnig gant Per Mins-Pegailh. -Keleier: Erwan Blanchard -Ur poent war ar vanifestadeg bet kaset er sizhun baseet e Kemper evit ar brezhoneg haga ar gallo. Ur reportag gant Gwenvael Delanoe (Radio Kreiz Breizh)

Re bell ganti

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio