en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Lezenn a-enep an dispartiañ : Ur mennad diàr-benn kontrol ar c'hevredigezhoù

Lezenn a-enep an dispartiañ : Ur mennad diàr-benn kontrol ar c'hevredigezhoù

Al lezenn a-enep an dispartiañ, ar séparatisme evit lâret e galleg flour, a zo bet degemeret e lennadeg kentañ er breujoù, d'ar seiTek a viz C'hwevrer. Ur pennad ag al lezenn-se 'zo diàr-benn kontrol ar c'hevredigezhoù, ar pennad seizh an hani eo. Ret vehe d'ar c'hevredigezhoù doujiñ doc'h ur c'hevrad engouestl, get ar stad, àr talvoudegezh ar republik evit kaout skoazell argant. Da lâret eo e vo ret d'ar c'hevredigezhoù siniñ ur seurt karta. Ma n'eo ket doujet doc'h ar c'hevrat e c'hellay ar c'hevredigezhoù koll yalc'hadoù argant. Un tabut arall a zo diàr-benn ar sujed-se. Ma vez votet ar pennad seizh e vo cheñchamañtoù ivez evit e vehe gouest ar c'hevredigezhioù goulenn yalc'hadoù. Kollet e vo ar galloud lec'hel get ar strollegezhioù lec'hel. N'eo ket tremenet al lezenn c'hoazh. Ret eo dezhi bout studiet get ar Sened hag ar C'huzul Stad. Chenchamañtoù a c'hellay bout e-raok he embann en ofisiel. Muioc'h a zisplegadennoù get Tangi Louarn, prezidant Kevre Breizh, doc'h mikro Yuna Kojan.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio