en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dizouariñ a ra mazout an Tanio e traezhennoù Treger-Vihan

Dizouariñ a ra mazout an Tanio e traezhennoù Treger-Vihan

Ar miz-mañ eo bet lakaet war wel ar fed ma vez diflipet c'hoazh mazout eus bag an Tanio 'zo aet d'ar strad, nebell eus Enez Vaz. Torrey Canyon, Amoco Cadiz, Erika... Kalzig a vagoù 'doa graet peñse e aodoù Breizh er c'hantved diwezhañ. N'eo weler ket ken ar mazout war ar reier,  koulskoude n'eo ket achu ar saotradur tamm ebet :  chom a ra sammadoù braz a eoul-maen dindan hon zreit. Kav 'raer c'hoazh, hiziv an deiz, dekvedoù a lec'hioù e lec'h ma 'oa bet douaret ar mazout. Lod anezhe memes a laosk ar pistri o vont kuit a dammoù er mor. Sames gant Bernard Cabon 'maomp 'vont d'or un tamm tro war aodoù Treger-Vihan. Maer Gwimaeg 'oa bet hennez 'pad tost da dregont 'loaz, ha soñj mat 'neus eus ar peñseoù... ha eus al lec'h 'm'eo bet douaret ar mazout. Emañ deus mikro Gwenvael Delanoe. An toulloù braz-se a servije da zastum an eoul-maen a-raok ma viche kaset da Vrest 'zo bet gouloet dibaoe. Diaes eo goût hag-eñ e chom saotradur. Met 'vit pezh a denn eus ar mazout a chom dindan hon zreit, e c'hellit mont da glask titouroù war lec'hienn internet "georisques". Aze 'kavit lec'hioù resis, hag a wechoù ezveziadennoù o lâr e red kuit, a bop amzer, banneoù eoul-maen...

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio