en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Reiñ argant da Splann!, evit ur c'hazetenniñ pizh ha dizalc'h

Reiñ argant da Splann!, evit ur c'hazetenniñ pizh ha dizalc'h

Ezhomm 'n eus ar c'hazetenniñ dizalc'h breton kaout o sikour argant ! N'eo ket aes d'ar gazetennerien-ezed e bro C'hall dre vraz kas enklaskoù don ha pizh, a lâr ur strollad deuhouto. Ur strollad hag a oa ganet un nebeut mizvezhioù 'zo goude Breizh e ma oa bet gourdrouzet lod outo bet labouret war sujedoù an agro-industriezh. En Nevez-amzer dremenet c'hoazh o doa skrivet ul lizher da brezidant ar Rann-vro a benn goulenn kaout e souten en o labour. Mont a reont bremañ pelloc'h, o krouiñ ur media nevez, « Splann ! » e anv, a-benn geller kelaouiñ an dud hervez o zalvoudoù dezho, ur mod kazetenniñ war an hir dermen, ha dizalc'h deus argant an embregezhioù hag ar strollegezhioù lec'hel. A-benn argantiñ labour kazetennerien-ezed Splann neuze, e tremeno pep tra dre an argantiñ a stroll ! Ha hiriv eo e vez lañset e goulzad argantiñ kentañ gant Splann ! Un doare da vont en dro o kemer skouer warar media broadel Disclose. Juliette Cavaso-Roger, a zo unan deus kazetennerien-ezed Splann. Displegiñ a ra deomp mont en dro Dislose. Pep enklask kaset gant Splann ! a vo embannet en div yezh, brezhoneg ha galleg. O lec'hienn internet a zo en divyezh eñ e-unan, splann.org. Hag e c'heller roeiñ argant dezho dre al lec'hienn Helloasso.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio