en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Aet eo Jean-Do Robin d'an Anaon

Aet eo Jean-Do Robin d'an Anaon

Hag emañ stourmerienezed ar brezhoneg en kañv. Aet eo Jañ-Do Robin d'an Anaon, a zo bet gouezet dilun. Stourmer 'oa an tregeriad : stourmer evit ar pobloù minorel, evel Iwerzhoniz an Hanternoz, ar Balestinianiz, an Euskariz. Hag evel just evit ar brezhoneg ha sevennadur Breizh, kement-tra a gonto dimp Louis-Jacques Suignard, hag a oa komper braz dezhañ. Emañ Louis Jacques Suignard ouzh mikro Gwenvael Delanoe. Hag evel just e chomo brudet Jañ-Do Robin evel kaner ivez, noa bet roet plijadur da zañserien ar festoù-noz 'pad tregont vloaz sames gant e gomperien Klaod An Intanf ha Louis-Jacques Suignard. Kanaouennoù 'vo roet da glevet 'vit rentañ enor dezhañ neuze e krematorium Karaez, benn arc'hoazh mintin 'dal da 10e nemet kard. Pep hini a anaveze anezhañ 'zo pedet da zont d'al lid.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio