Kant a gan : kanomp da vale, ma n'hellomp ket kanañ da zañsal !
N'eo ket peogwir zo deus ar virus kurunenn n'hell ket an nen kanañ ! Gant ar c'hleñved-red e rank ar c'hentelioù bezañ dalc'het deus a-bell. Ar « Rouedad Stalioù Kan » 'n eus klasket ur mod d'en em ober deus an enkadenn ivez. Krouet e 2017 gant ar c'haner Louis-Jacques Suignard, bodañ a ra ar Rouedad ur bern stalioù kanañ e Breizh izel, met ivez e Breizh uhel, ha pelloc'h c'hoazh. Gantañ e vez aozet un darvoud bloazhiek anavezet « Kant a gan », da ginnig da ur bern tud kaout ur reperouer boutin, hag en em gavout holl asambles evit kanañ ar memes tonioù. Ar bloaz tremenet 'n eus ket bet deus an emgav braz. Mez ar bloaz-mañ n'en eus ket ar rouedad c'hoant da chom hep ober netra... Sklaerenn Noisel a zo e-barzh skipailh aozañ ar Rouedad. Diskrivañ a ra deus mikro Tunvezh wGwlagen-Grandjean dre beseurt mod eo bet soñjet an traoù ganto.
Ne oar ket ar « Rouedad Stalioù Kan » ma vo deus an darvoud « Kant a gan » e fin ar bloaz, ha ma vo kanet an tonioù da vale holl asambles barzh ar fin, pe ma ne vo ket. Hervez penaos e troio an traoù emañ ar skipailh aozañ gant ar soñj kinnig ivez heuliadioù tonioù da zañsal en ouzhpenn, unan e pep yezh.