en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Goulenn a ra "War-Sav" ma vo digreizennet ar yec'hed

Goulenn a ra "War-Sav" ma vo digreizennet ar yec'hed

Krouiñ ur servij publik a denn ar yec'hed, 'ba Breizh, eo 'pezh a c'houlenn ar stroll War sav! Ur stroll dizalc'hour hag a zo en tu kleiz mat! Dre se 'vefe kaset ur politikerezh hag a glota gant buhez an dud hervez al lec'h m'emaint o chom, dreistholl bremañ da vare kleñved-red ar c'hovid 19. Disadorn 'oa bodet ul lodenn eus ar strollad 'ba Montroulez, just dirak ar greizenn da vrec'hiañ 'zo 'ba Langolvas. Prest eo pep tra 'vit degemer an dud a vanka dezho bout vaksinet met 'neus ket danvez awalc'h, evit poent, 'vit lakaat ar vrec'h d'an dud. ha dre se e chom serret ar greizenn. 'vit poent. Evit Fabris Kadou, unan eus izili War sav, eo unan eus efedoù ar politikerezh divizet gant ar galloud kreiz 'ba Pariz. 'oa bet lakaet war wel, dija, gant ar prenañ maskloù. Kement 'mañ 'neus displeget da Erwan Blanchard...

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio