Lakaet eo ar Brexit evit mat
Abaoe penn kentañ ar blez eo bet lakaet ar Brexit en pleustr evit mat. Daoust ma 'oe bet kuitaet an Unvaniezh Europad get Breizh Veur blez 'zo dija, e oa bet laosket ur bloavezh ouzhpenn d'ar vro amzer dezhi kavout un emglev get an Europ.
Chomet oa get ar memes gwirioù betek an 31 a viz Kerzu daou vil ugent 2020. Bremañ, e oar ar vreizh-veuriz petra eo bout bet kuitaet Europa evit gwir.
« Met dre m'eo bet sinet an emglev ur sizhunvezh a-raog deiziad ar Brexit, n'eo ket bet titouret mat ar boblañs », a lâr Gwawr... Emañ ar Gembreadez deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.