Gwiskit holl ho proz !
Dec'h voe muioc'h a dud o wiskañ ur vroz er skolioù eget boaz. Ur galv a oa o treiñ war ar rouedadoù sokial dibaoe un nebeut devezhioù o lâret : « Deuit holl gant ho proz, forzh peseurt jener pe reizh e vefec'h ». Un devezh stourm a voe bet lakaet dec'h neuze, enep an doareoù transfob da vezañ er skolioù.
Aïna, Margot, Gaetane, Tippi, Aela, Awen, Maian, ha Gaidig, e 5pet klas e skolaj Diwan Kemper, a oa e touezh ar skolajiadezed ha skolajidi gwisket dec'h gant ur vroz.
Ur reportaj e skolaj Diwan Kemper gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.