Reiñ gwirioù ha paperioù ofisiel da embroidi hag a labour 'bar vro!
Sed aze lugan ar vanifestadeg 'oa aozet dec'h gant CGT 'ba kreiz-kêr Montroulez! E fin ar bloaz paseet 'oa bet lakaet war wel gant ar sindikad istorioù truezus tud dibaper 'oa implijet gant stalioù labour-douar (serriñ yer) ha gounez-vouedel 'ba Landivizio, an Dre ha 'ba bro Kastellin. An dud dibaper 'oa o labourat 'ban Dre 'zo bet beket sevel klemm a-enep o fatron kozh 'vit sklavetaerezh. Abaoe eo bet serret ar stal 'blam da vout implijet tud dibaper. 11 anezho 'zo bet roet dezho paperioù da c'hortoz. C'hwec'h den all 'zo o c'hortoz c'hoazh, eus o zu, o faperioù. Un tregont bennaket a implijidi all eus Landivizio, gant memes diaezamantoù, 'oa war blas dec'h ivez. Hag evit souten an holl anezho 'oa bodet 200 a dud dec'h. En o zouez, Anna, Guillaume ha Mona. Homañ diwezhañ 'zo ezelez eus ar CGT, klevet 'vo 'nezhi da gentañ.
Klevet 'peus Mona, Anna ha Guillaume ouzh mikro Erwan Blanchard.