Brexit : Kavet eo bet an emglev diwar-benn ar pesketa
Posubl e oe kaout un « no deal » get emglevioù ar Brexit. Met Rouantelezh Unanet hag Unaniez Europa o deus kavet un emglev kenwerzhel diriaou. Abaoe dek miz e oa emgavioù etre Londrez ha Brusel.
Unan eus ar sujedoù a bouez war an emgavioù e oa ar pesketa. Kavet eo bet an emglev etre Londrez ha Brusel benn ar fin . Posubl e vo d'ar besketourion eus europa mont da besketañ e morioù war dro da vreizhveur. Met gant an emglev-mañ a zo lâret e vo ret d'ar besketourion eus europa digreskiñ ar pesketa dre 25 dre gant. Un tamm displegdennoù gant Alain Ar Sann, prezidant ar c'hollectif diorroen ha pesketañ b'an Oriant.
Mont a raio kuit Rouantelezh Unanet d'ar marc'hat europat d'an un a viz genver daou vil unwarn ugent.