en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ar siber-festnoz a vo dalc'het a-bennisadorn !

Ar siber-festnoz a vo dalc'het a-bennisadorn !

A-benn disadorn e vo kaset an 22eil cyber-festnoz ! Ar fest-noz-se a oa bet dalc'het e goulzad kentañ er bloavezh 1999. Aozet vez gant ar stal kleweled An Tour Tan, hag e kenlabour ar bloaz-mañ gant Gouelioù Meur Kerne. Un deus festoù-noz brasañ ar vro eo deuet ar « siber » da vezañ : er bloavezh 2019 e oa hervez an aozerien 320 000 den bodet, oc'h heuliañ ar fest-noz e 83 bro disheñvel. E touezh ar strolladoù meur bet pedet da seniñ ar bloaz-mañ, e vo daouad Konogan an Habask asambles gant Bernard Bizien. Yaouank voe Konogan pa oa bet krouet ar siber-fest-noz evit ar wezh kentañ... E mesk ar strolladoù deus ar giz, ha pedet er fest-noz, e vo klevet raktresoù nevez Denez Prijant, ar soner gitar Jean-Charles Guichen, mez ivez ar strollad Arvest, an triad O'Tridal, ar strollad nevez Sky'zoN, gant Yann-Ewen Lharidon ha Louri Derrien, ha c'hoazh neuze, an daouad savet gant Konogan an Habask ha Bernard Bizien. Ar Siber-festnoz a vo da vezañ heuliet disadorn adalek 8e d'abardaez neuze, war lec'hiennoù internet ha pajennoù facebook Gouelioù Meur Kerne, Frañs3 Breizh, An Tour Tan ha Frañs Bleu Breizh Izel. Hag e c'hello an dud dañsal betek 2e vintin !

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio