Manifestadegoù a vo hiriv enep distro al louzoù neonikotinoid
Bodadennoù 'vo fenoz un tamm peplec'h e Breizh. Pal an darvoudoù-mañ zo stourm a-enep lezenn distro an néonikotinoïdoù. Difennet e oa implijout an amprevan-lazher-mañ abaoe 2016. Met d'ar 6 a viz Here o deus an deputed votet evit ma vo implijet en dro. Pal al lezenn 'zo sikour ekonomiezh ha produierion ar betarabez-sukr. Al lezenn zo bet lakaet e plas dimeurzh tremenet. An ekologourion 'zo a-enep an distro-mañ. Al louzoù néonikotinoïd 'zo dañjerus evit al loened hag ar gwenan. B'an Oriant 'vo ur vodadenn dirak burev an depute Gwendal Rouilard. Patricia Riou zo dilennet e Ti-kêr Lann-ar-Stêr. Mont a ra d'ar vodadenn fenoz. Un tamm displegadennoù ganti, ouzh mikro Yuna Cojean.
Ar vodadenn vo da 6e30 b'an Oriant. Aozet eo gant ar gevrediezh PIG BZH.