en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Re Bell b'an ti 14 a viz kerzu 2020

Re Bell b'an ti 14 a viz kerzu 2020

-Div vunutenn evit kompren... ar blob. Morgane Brammoullé -Karront Sant Jakez N'eus ket netra 'met gaz e-barzh ar blanedenn Yaou. An dra-se zo kaoz n'haller ket bale war he c'horre. Ha na posubl 'vije bet moaien deomp bale warni 'vije bet dav deomp bezañ gouest d'anduriñ an amzer fall zo eno. Avelioù foll a zo, ha n'eo ket tomm an amzer ivez ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard... -Ar Bed o Treiñ: vaksinañ pe lezel evañ... ret eo choazh -Marins à l'Ancre, gant Olivier Dussauze. Al lec'hienn internet zo e linenn! Keleier all diwar-benn Emglev Bro Douarnenez (Dispar Amzer hag all...) -Un tañva eus an abadenn Deomp Dezhi....Tunvezh ha Benjamin a yay d'an Alpoù evit abadenn ar vugale ar sizhun-mañ, an abadenn Deompk Dezhi. Hag ur bern traoù a vo desket deoc'h : petra eo an erc'h, petra eo un diruilhad-erc'h (un avalañch ma karit) pe c'hoazh 'blam da betra zo e'mm da « fartañ » ar skioù ! Plijadur 'vo war an heñchoù-ski ! Deomp Dezhi : d'ar merc'her da 2e goude-merenn ha da 7e noz, war Radio Kerne hag Arvorig FM - Anvioù ar parkeier kozh e Poullan: Jean-Pierre Lozac'hmeur 'neus studiet e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù anvioù kozh ar parkeier e Poullan war-c'horre ar c'hadastr kozh («le cadastre napoléonien» e-giz vez graet deuzoutañ e galleg). E gaieroù zo bet roet da gomun Poullan gant e familh, hag an ti-kêr 'neus roet ar re-mañ goude-se da Jean-Yves Kervareg ha d'ar gevredigezh «Poullan Gwechall hag Hirio».

Re bell ganti

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio