en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Deskiñ ha kelenn gant Discord!

Deskiñ ha kelenn gant Discord!

Ur bern kreizennoù stummañ 'zo 'ba Breizh evit deskiñ brezhoneg. Gant Roudour, Stumdi, Skol an emsav ha kevredigezhoù all 'zo kinniget a bep seurt stummadurioù pe 'vefen hir pe kentelioù noz. Met gant ar prantad bac'hañ eo cheñchet an doare da derc'hel ar stummadurioù-se. Ranket 'neunt ar c'hevredigezhioù 'ro kentelioù ijinañ doareoù da labourat a-bell. Stumdi 'neus divizet kas e stummaduriù dre ziscord, da skouer, da vare ar prantad-klozañ kentañ. Discord 'zo ul lec'hienn internet hag un arload, ur sort etrefas, a zo bet krouet evit c'hoarierion c'hoarioù video dreist-holl, dezho gellout komz etreze: dre-skrid pe dre-gomz, un doare chat eo benn ar fin. Disadorn oa dalc'het un devezh stummadur Pevarlamm, ur stummadur dre gentelioù noz (teir eurvezh bep sizhun ha dek devezh leun dindan ar bloaz), e kreizenn Amzer-Nevez e Plañvour, 'kichen an Oriant. Goude teir sizhunvezh dre ziscord. Padrig Drean 'zo stummer. Displegañ a ra deomp penaos eo al labour get al lec'hienn-mañ. ouzh mikro Yuna Cojean.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio